Site officiel de Gérard Lahellec

Gwellaad buhez an dud Skrivet gant Fanch Broudic

Gwellaat buhez an dud

 

Triweh vloaz 'oan p'am-oa kroget d'ober eun tamm bihan a bolitik, 'kostez Plufur, hadeuz tu ar gomunisted.Pa ver ganet 'barz eur menaj bihan 'vel dre amañ, 'vez ket re a arhant jamez da vevañ, stard a-walh 'oa, an dud 'oa red dê labourad. En-dro deom, ar re a deue da zikour ahanom a oa kalz a gomunisted, a laboure en-dro deom, a roe da vevañ deom. Feiz, gwall yaouank 'oan pa 'm-oa komprenet 'afe gwelloh ma h afen war an tu-ze.
Bremañ 'm-eus bet anaveet unan bennag ha zo bet gwall anaveet 'barz e Bro Dreger, Marcel Hamon. Hennez 'zo bet depute deuz Aodou-an-Arvor, a deue d'ar gêr gwech ha gwech all, ha 'degouee deom kaozeal gantañ. Pa h eo bet stard a-wechou war on chouk, pa vije ket re a arhant er gêr, e-neus bet sikouret ahanom. Setu mahad ze toud a ra kalz evid ar choaz am-eus greet goude.

 

Améliorer la vie des Gens

 

J'avais dix huit ans quand j'ai commencé à m'engager en politique en adhérent au parti communiste à Plufur. Quand on est né dans une petite ferme comme il en existait beaucoup par chez nous, qu'il n'y a jamais un sou pour vivre, la vie est assez dure et on comprend assez vite qu'il faut travailler. Autour de nous, il y avait ceux qui étaient plutôt généreux et partageurs et parmi ceux-ci il y avait surtout des communistes, ceux qui travaillaient autour de nous; j'étais donc très jeune quand j'ai compris que c'est de ce côté là que je devais m'engager. Et puis, l'occasion m'a été donnée de rencontrer et de connaître Marcel Hamon. Il a été député des Côtes du Nord et il est venu un jour nous voir, à un moment où la situation était un peu plus difficile pour nous et il nous a proposé de l'aide. Ceci explique sûrement aussi le choix politique que j'ai fait plus tard.

 

Ar hostez kleiz


Gwir eo, zo berniou tud 'zo bet tost pe e-touez ar gomunisted, ha n'emaint ket ken. Me n'on ket deuz ar reou o-deus bet c'hoant da zileskel. Adaleg 'ver koueet e-barz pa ver yaouank, adaleg eo skol ar vuhez, e chom se pelloh en ennout da genta. Se zo an dra genta. Me 'm-eus ket disket da veza komunist : me zo en em gavet da veza komunist 'vel 'm-eus disket ar brezoneg. Komprenet 'm-oa buan a-walh 'oa en eun tu ar re vihan ha n'o-doa ket kalz a dra da vevañ, hag en tu all ar re vraz a veve deuz poan ar re vihan.


Ar bed 'neus cheñchet kalz abaoe, med bepred eo eun tamm bihan ar memez tra. Se zo kaoz on bet komunist. Goude 'm-eus gwelet a-walh ar gomunisted ne oant ket heb reproch : me n'on ket bet 'barz ar Rusi, 'zoñj ket din 'h ee gwall vad eno. Med moaien 'zo da vezañ komunist ha da lakaad ar bed da vond gwelloh. Hag ezomm 'zo deuz politikerez evid ober se.


Deputeed deuz tu ar gomunisted a zo bet amañ dija 'barz ar vro : Marcel Hamon, François Leyzour zo bet mêr Gwengamp ive, Félix Leyzour kostez Gwengamp ha Kallag… N'eo ket bet êzet biskoaz evid ar gomunisted, hag int o-doa lakaet ar hostez kleiz da hounid 'barz Gwengamp. Soñjal a ra din an taol-mañ zo moaien deom da vezañ evel-se c'hoaz. Ma h afe mad ar jeu, zo moaien d'ar re zo kostez kleiz ha d'an ekolojisted da hounid marteze 18 pe 20 depute 'barz ar vro Breiz. 'Vefe ket eur gwall afer ma vefe eur homunist war an ugent-ze !


A-raog se eh on o poania 'vid eh afe da Brezidant ar Republik unan deuz ar hostez kleiz. Abaoe eun toullad deveziou, 'h a kalz gwelloh : sklêrroh int, an hent zo bet digoret evid bezañ kat da lakaad ar hostez kleiz da hounid 'barz an eleksionou da zond. En dro genta, a zoutenan-me Jean-Luc Mélenchon, posubl eo 'vefen ket dakord gantañ 'vid toud pez a lar, 'neus ket ezomm deuz se. N'eo ket ar wech kenta deom souten unan bennag n'eo ket komunist. Pez 'maom o vond d'ober eo lakaad ar hostez kleiz da vond asamblez ha da dougen pez zo ezomm d'ober da wellaad buhez an dud.

 

Du côté de la gauche

 

Il est vrai qu'il y a eu beaucoup de monde à se sentir proche des communistes et ils sont moins nombreux aujourd'hui. Mais je ne suis pas de ceux qui renoncent ou qui abandonnent. Quand on est tombé dedans quand on est petit et que l'école de la vie conforte votre engagement premier, cette identité là vous habite ldurablement. Je n'ai pas appris à devenir communiste: je suis devenu communiste comme j'ai appris le breton.J'ai compris très vite que l'immense majorité des gens avait du mal à vivre de son travail et que les puissants de ce Monde s'enrichissent et vivent du mal des petits.

 

Certes, le Monde a beaucoup changé depuis , mais c'est toujours un peu la même chose. C'est pourquoi je suis toujours communiste, même si j'ai compris que le communisme n'était pas exempt de reproches. Je ne suis jamais allé en Russie mais je n'ai jamais pensé que là bas ils n'auraient fait que des bonnes choses. Mais il est possible de faire vivre un communisme qui améliore la vie des gens et en tout cas, il y a besoin de s'engager en politique pour oeuvrer dans ce sens.

Il y a déjà eu ici, par chez nous, des députés communistes : Marcel Hamon, François Leizour dans la circonscription de Guingamp, Félix Leyzour, dans cette circonscription de Guingamp-Callac. Cela n'a jamais été facile pour les communistes de faire gagner la gauche! Mais je pense que si la gauche et les écologistes en Bbretagne gagnaient 18 à 20 circonscriptions, ce ne serait pas une mauvaise chose que sur ce nombre il y ait un député communiste.

 

Mais, préalablement, il faut oeuvrer pour qu'un président de la République de gauche soit élu. Depuis quelque temps les choses vont mieux et nous travaillons pour permettre à la gauche de gagner cette élection. Dans un premier temps, je soutiens Jean-Luc Mélenchon même si je ne suis pas en accord avec tout ce que dit le candidat; mais ce ne sera pas la première fois que je soutiendrai un candidat n'appartenant pas au parti communiste. Ce que nous voulons faire, c'est mettre la gauche en situation de se rassembler avec pour seul objectif d'améliorer la vie des gens.

 

N'eus ket arhant ken ?


Lared a reer din: n'eus ket arhant ken, ar broiou zo gle1 gante, n'a ket mad an traou… Med an traou n'int ket ken fall-ze d'an oll dud. Mond mad a reont evid lod. Laret 'vez "ar gle, ar gle, ar gle". Ha neuze 'dalv ket ar boan ken lakaad gwenneg ebed d'ober pez zo util d'an dud ? Ma vefe bet kistion hirie da gaozeal deuz an TGV, 'vije bet laret deomna 'vo ket greet bremañ ! Eüruzamant, om bet kat da lakaad se da vond war-raog, bremañ zo c'hweh miz. Koulskoude, pa vez lakaet arhant d'ober pez zo util d'an dud, n'eo ket gle an hini 'vez roet d'an dud da zond goude, eo traou modern 've lakaet deze etre o daouarn.


Ar gle zo eun dra all. Red eo gweled petra zo kaoz 'zo gle. Red eo selled mad peseurt politik 'neus greet Sarkozy: lakaet 'neus daou blañ da vond war-araog. An hini kenta 'm-eus aon 'neus kemeret 11 miliard euro 'barz godell an dud. Hag ar plañ Fillon goude eo tost da 8 miliard 'neus kemeret 'barz o godell adarre. 'Pad an amzer-ze, zo bet roet kalz d'ar re binvidika : ouspenn 75 miliard d'ar re 'deus ar muia arhant. Ma vefe sellet mad deuz peleh e vez lakaet arhant d'ar re n'o-deus ket ezomm da gaoud, 'vefe souezet an dud. Setu, arhant zo, med ordin eo ar memez re 'vez tapet digante : ar re vihanna, ar re 'deus ezomm da vevañ, ar re n'o-deus nemed o labour da vevañ.


Hag en tu-hont, zo tud all 'deus tamm labour ebed. Med n'eo ket adaleg 'vo kemeret eun tamm bihan d'eur paour da rei d'eur paour all eh ayo kalz gwelloh. Moaien zo da gaoud labour d'an dud. Daou dra fall 'zo 'barz ar bed 'vel m'emañ : deuz eun tu emañ an arhant êzet – ar bankou ha toud ar re-ze – adaleg a vez startoh war chouk eur vro, a vez roet arhant deze. Ma vezez paour, e tigouezo dit pêa kerroh. Se zo eun dra spontuz, n'eo ket kat da lakaad ar bed da vond war an tu mad.


Bremañ zo eun dra all, eo ar re a bren er priziou izella mah int kat da gemer aneze. Al labourerien-douar 'vez prenet digante 'vid netra, hag e vez laret deze : "Ma leskez ket da draou evid kazi netra eh efom da brena 'neze e leh all." N'eus ket moaien d'ar bed mond mad evel-se. Setu eo red deom ober politikerez mod all ha selled pez zo ezomm d'ober evid ar re a zoufr 'barz ar bed evel m'emañ.


Daoust hag-eñ ne hallje ket an Europ sikour muioh evid na ra ? Geo, med neuze eo red d'an Europ cheñch ive. Moaien 'zo d'an Europ bezañ eun dra vad 'vid an dud, adaleg a zo moaien da lakaad anezi da desidañ pez zo mad evite. Med hirie 'vel ema kont, ar Parlamant ne vez ket desidet ket kalz a dra gantañ 'barz an Europ, ar Gomision a ra kazimant toud al labour. Gwelet 'm-eus kostez ar besketêrien : laret 'vez deze : o labour zo eun dra fall 'vid an natur. Spontuz eo se. Koulskoude ar besketêrion zo 'barz broiou all a digouez deze mond da glask pesked hag a vez digaset deom amañ kazi evid netra. Ar beskêterion zo amañ n'int ket kat da vevañ deuz o labour.

 

Il n'y a plus d'argent

 

On nous dit qu'il n'y a plus d'argent, que le pays est endetté et que les choses vont mal...mais les affaires ne vont pas si mal pour tout le monde. Elles vont même très bien pour certains de ceux qui ne cessent de nous répéter « la dette, la dette, la dette », tout simplement pour justifier le fait qu'ils ne veulent plus mettre un centime dans des investissements utiles aux gens. Aujourd'hui, par exemple, nous n'aurions pas été en mesure d'assurer le projet de TGV pour la Bretagne. Heureusement que nous avons été en mesure d'assurer toutes les modalités du financement au mois de juillet dernier. Avec cet investissement, ce n'est pas une dette que nous livrons aux générations futures mais un outil moderne qui leur sera utile pour travailler et vivre.

 

Il est vrai que de notre côté, parmi les gens pour lesquels nous oeuvrons, il y a beaucoup de demandeurs d'emplois. Mais ce n'est pas en prélevant un peu aux pauvres pour tenter de les redistribuer aux plus pauvres que les choses s'amélioreront. On peut permettre à chacun-e- d'avoir un emploi mais il y a une puissance qui écrase le Monde: le système financier qui veut que plus un pays est pauvre et endetté plus on lui fait payer cher l'argent qu'on lui prête est une abomination qui empêche le Monde de tourner rond.

 

Et puis, il y a le système du marché qui écrase tout. On impose aux paysans la vente de leurs productions aux prix les plus bas possible, pour presque rien, en leur disant que s'ils refusent de s'aligner, la grande distribution ira acheter les produits dans n'importe quelle autre région du monde. Les choses ne peuvent pas s'améliorer ainsi et c'est la preuve qu'il y a vraiment besoin de faire de la politique en s'occupant à la fois des affaire du monde et d'ici!

Ainsi, l'Europe ne pourrait elle pas définir des politiques plus solidaires et de coopérations? Il faut aussi faire évoluer les politiques européennes. L'Europe de la coopération pourrait être une très bonne chose pour les gens si elle orienttait sa politique vers ce qui est bon pour eux. Mais aujourd'hui, c'est plus la commission européenne que le parlement qui décide des grandes orientations de la politique européenne.

 

Pour ne prendre que le seul exemple de la pêche, la commission européenne présente cette activité comme une activité nuisible pour la nature! Ce n'est pas acceptable quand on sait par exemple que des produits pêchés en dehors de nos eaux reviennent sur nos marchés pour presque rien. Les pêcheurs d'ici comme d'ailleurs ne peuvent vivre que de leur travail.

 

An Europ hag ar rannvro

 

An Europ zo moaien de'i ober gwelloh. An traou zo o vouj : sindikajou an Europ, Confédération européenne ar sindikajou, 'deus laret na zoutenfent ket eur politik evid an Europ a dalhfe da vond war tu al libéralisation. Setu, kostez an Europ, zo moaien d'an dud da vond asamblez da divenn pez zo ezomm da divenn da bep hini. Me 'wel a-walh kostez Brest, war ar porz-mor, eo stard adkavoud labour d'ar re 'veze 'ingaliñ ar batimañchou. Med kostez Bro Pologn, n'a ket gwall vad ive. Setu 'ver sañset da lakaad tud Bro Pologn a-eneb ar re zo amañ 'barz ar vro ? Red eo lared : "eom asamblez 'vid lakaad an traou da vond war an tu mad ".


Eun dra all 'zo. Bro Breiz a rankje bezañ kat d'ober muioh 'vid na ra. Ober a ra kalz dija ! Ar rannvro a dosta toud deuz an dud, se zo gwelloh. Aaoe, zo bet greet kalz 'barz ar skoliou, 'vid an hent-houarn hag eh eont eun tamm bihan gwelloh memestra. Med ar Rannvro 'deus ket kalz a arhant ken penegwir n'om ket kat da gaoud muioh a arhant, nemed lakaad kerroh ar hartennou war an otoiou... Se zo nebeud a-walh a dra ! Se 'vo da jeñch.


Ezomm zo diou lezennneuze : unan 'vid lakaad an arhant da vond gwelloh pe justoh, d'ar rannvro-mañ bezañ kat d'ober ar pez 'deus c'hoant d'ober. Hag eul lezenn all 'vid vefe selaouet muioh an dud : a-wechou a zoñj deze 'servij ket deze ken mond da voti, 'vez greet an traou hepte, pe 'eneb deze, setu se zo ezomm da jeñch. An daou dra-ze 'soñj din eo red ober 'nê buan a-walh.


Evid echui 'm-eus c'hoant da lared a blij ar brezoneg din hag a zoñj din zo ezomm da divenn ive pez ah om, da divenn ar brezoneg 'vel 'vez kaozeet. Eun dra vad eo evid an ollved divenn pez ah om. 'Vel lare Eugène Guillevic en galleg : "Plus on est enraciné, plus on est universel". Se zo gwir.

 

L'Europe et la Région

 

L'Europe peut beaucoup mieux faire. Les choses bougent; la confédération européenne des syndicats s'est prononcée contre une politique européenne qui serait de plus en plus libérale. Il apparaît donc que du côté de l'Europe on peut aussi se rassembler pour défendre chacune et chacun. Je constate que quand les choses ne vont pas bien du côté de la réparation navale civile sur le port de Brest, les choses ne vont pas très bien non plus du côté de la Pologne qui pourtant nous concurrence. Il ne s'agit donc pas de dresser les travailleurs polonais contre les travailleurs de chez nous et disons clairement les choses : c'est ensemble qu'il faut oeuvrer pour le mieux être de tous et mettre les choses à l'endroit.

 

Et puis, il faudrait aussi permettre aux Régions d'oeuvrer plus qu'elles ne le font aujourd'hui, même si elles font déjà beaucoup. La région est plus proche des gens et c'est plutôt une bonne chose. Nous avons fait beaucoup pour l'éducation, la formation, le ferroviaire et dans ces domaines les choses vont plutôt mieux. Mais la région ne dispose que de trop peu de moyens financiers et n'a plus d'autre source budgétaire propre que la taxe sur cartes grises; il faut aussi que cela change. Il faut donc une plus grande justice fiscale et et une plus grande démocratie permettant aux gens d'être mieux écoutés et il faut le faire très vite.

 

Pour conclure, je veux vous dire que j'aime le breton et qu'il faut défendre le breton . C'est une bonne chose pour défendre ce que nous sommes car comme le disait Eugène Guillevic en Français : «plus on est enraciné, plus on est universel». Cela est vrai.

 

Gérard Lahellec
Skrivet gant Fanch Broudic

 

Gérard Lahellec a zo Eil-Prezidant Rannvro Breiz. War ar renk ema da vond da zepute, deuz tu ar PCF, e kornad Gwengamp-Kallag.

Gwellaat buhez an dud / Améliorer la vie des Gens - Gérard Lahellec

Plus on est enraciné, plus on est universel - Eugène Guillevic